VIDEO. Yalc'hadoù stad lammet da beder c'hevredigezh e Brest. Votre édition An Taol Lagad du 6 février 2024

durée de la vidéo : 00h04mn34s
Canal Ti Zef
An Taol Lagad du 6 février 2024 ©France 3 Bretagne

Sur décision préfectorale, les subventions publiques de quatre associations brestoises ont été supprimées. Ces dernières aimeraient en connaître les raisons. En em c'houlenn a ra peder c'hevredigezh eus Brest perak eo bet lammet o yalc'hadoù gant prefeti Penn-ar-Bed.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Abaoe ouzhpenn ugent vloaz e labour ar gevredigezh Canal Ti Zef evit stummañ war ar c'hleweled ha skignañ filmoù e bro Vrest. E miz kerzu eo bet lavaret dezho n'o defe ket ur yalc'had 2500 euro digant ar stad daoust ma oa bet kadarnaet gant ur gomision. Hevez ar prefeti, n'o defe ket doujet ouzh ar c'hontrad engouestl republikan, un nevezenti krouet gant al lezenn a-enep d'an disrannouriezh. Teir c'hevredigezh all o deus bet ar memes kudenn, hep kompren muioc'h : ur radio, ur greizenn sokio-sevenadurel hag annezidi un annez a-stroll. Liamm ebet kenetrezo war ar seblant. Met en ur eskemm asambles o deus soñjet e c'hellfe bezañ ur seurt kastiz evit o liammoù gant skwatt sevenadurel an Avenir, skarzhet gant ar polis e miz gouere tremenet, goude meur a vloavezh er-maez eus al lezenn. Ar c'hevredigezhioù a c'houlenn groñs digant prefeti Penn-ar-Bed vefe roet dezho displegadennoù war ar yalc'hadoù nac'het. Servijoù ar prefeti n'o deus ket respontet d'hor c'houlennoù evit poent.

Keleier-berr

An holl Vretoned n'hellont na prenañ, na feurmiñ ul lojeiz 'blam d'ar prizioù re uhel. A-benn cheñch penn d'ar vazh en deus an UDB kommanantet ur sontadur digant an IFOP. Tost da eizh breton war zek fell dezho vefe prenet un ti gant ma vo an annezad o chom er gêriadenn dibaoue bloaz da nebeutañ. Tost d'an hanter eus an dud aterset fell dezho gwelet an eil annezoù bezañ treuzfurmet e lojamantoù sokial. Peadra da lakaat an dilennidi da cheñch al lezennoù eme an UDB.

N'eo ket aes ar jeu ar bloaz-mañ war an dachenn evit c'hoarierien melldroad an Oriant. Met kenderc'hel a ra ar c'hleub gant e hent hag emañ o paouez sinañ ar garta Ya d'ar Brezhoneg. Youlek eo da ober muioc'h c'hoazh evit lakaat ar yezh war wel. Bro gozh ma zadoù a vez klevet dija a-raok ar c'hrogadoù abaoe ur pennad ha buhezet e vez stad ar Voustoer e div yezh a-drugarez d'ar ganerez Morwenn Le Normand. Bremañ e lenner ivez brezhoneg war lec'hienn internet ha rouedadoù sokial ar c'hleub. An Oriant zo an eil kleub sport o sinañ ar garta Ya d'ar brezhoneg goude hini rugbi Gwened.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information