Le réseau associatif d'enseignement en breton Diwan appelle ses soutiens à manifester samedi 3 février devant le Conseil départemental des Côtes-d'Armor pour demander un soutien plus large et une véritable politique pour la langue. Ur galv da vanifestiñ a zo bet lañset gant ar rouedad Diwan evit goulenn digant departamant Aodoù-an-Arvor ur politikerezh yezh hag ur skoazell kreñvoc'h d'e skolioù ha d'e skolaj.
En ur stad fall emañ ul lodenn eus savadurioù skolaj Diwan Plijidi, e bro Dreger, nepell diouzh Gwengamp.
Lod eus ar salioù klas a zo bet serret zoken abalamour d'an dour-sil ha d'an tokoù-touseg o kreskiñ war ar mogerioù. Hervez ar rouedad Diwan, ne vez ket sikouret ar skolaj gant kuzul departamanet Aodoù-an-Arvor kement ha ma vez en departamantoù-all evit peurrest ar skolajoù. Evit goulenn digant an departamant ur gwir politikerezh yezh hag ur skoazell ledanoc'h o deus ar skolioù Diwan galvet an dud da vanifestiñ disadorn 3 a viz C'hwevrer, e Sant-Brieg.
Er c'hontrol, prezidant ar strollegezh a respont n'en deus ket ar gwir, abalamour d'al lezenn Falloux, da reiñ muioc'h a arc'hant d'ur skolaj prevez.
Ar c'huzul sevenadurel hep prezidantez
N'ez eus den ebet ken e penn Kuzul sevenadurel Breizh. Roet he deus Rozenn Milin he dilez eus an ensavadur-se, ur bloaz goude bezañ bet dilezet en he fenn, e miz Genver 2023. E miz Du en doa ar besprezidant Hervé Richardot roet e zilez dija. Kudennoù diabarzh a vefe en aozadur, hag a ro alioù hag a ra kinnigoù d'ar c'huzul rannvro war dachenn ar sevenadur. Disadorn 3 a viz C'hwevrer e vo bodet ar c'huzul e Roazhon ha ne vo ket simpl an emvod moarvat.
En Taol Lagad e komzer ivez eus kreizennoù sokial Breizh o vanifestiñ abalamour d'o yalc'hadoù arc'hantaouiñ o tigreskiñ.