Les agriculteurs poursuivent les blocages en Bretagne à l'appel de la FNSEA et des JA. Ils attendent des mesures concrètes de la part du Premier ministre qui s'exprime ce vendredi. La Confédération paysanne du Finistère ne s'associe pas mais comprend les difficultés des manifestants. Kenderc’hel a ra ar manifestadegoù peizant gant an FNSEA hag ar JA. Gortoz a ra al labourerien-douar ar muzulioù a-berzh ar C’hentañ ministr. Kengevread ar beizanted e Penn ar Bed ne heul ket al luskad klemm met kompren a ra. Le clocher de l'église de Quimperlé est un point de vue imprenable sur la ville ! Eus ar c'hentañ eo sellva tour iliz Kemperle !
Stanket eo an hentoù un tamm e pep lec'h gant al labourerien-douar hiziv c'hoazh. War ar manifestadegoù ez eus izili eus meur a sindikad : FNSEA, JA, Coordination rurale. Memes reoù eus Kengevread ar beizanted (Confédération paysanne) met ket e pep lec'h. E Penn-ar-Bed ne fell ket d'ar sindikad mont da vanifestiñ. N'int ket a-du gant ar mod da broduiñ harpet gant ar sindikadoù muianiver.
Ur gwell dibar war ar gêr
Lakaat ar c'horf hag ar spered da embregiñ. Kant pemp derez ha tri ugent da sevel ha tregont ger brezhoneg da zeskiñ : setu roll ur weladenn e-barzh tour iliz Kemperle, aozet da geñver ar festival Taol Kurun. Eus krec'h ar savadur e vez dizoloet kêr Gemperle ha gerioù brezhoneg war un dro. Dedennet oc’h ? D'ar merc'her 31 a viz Genver e vo aozet ur weladenn all e tour an iliz ha d'ar sadorn 3 a viz C'hwevrer e vo dalc'het ur staj tañva d’ar brezhoneg gant Taol Kurun e Molan.