Comme sur le reste des scènes musicales, les femmes sont sous-représentées dans les festoù-noz. Le chanteur Krismenn vient de s'engager à ne plus se produire dans des événements 100% masculins. Divizet en deus Krismenn nac'hañ kanañ er festoù-noz lec'h ma ne vefe plac'h ebet war al leurenn. Un diviz evit klask lakaat ar speredoù da cheñch.
Embannet en deus ar c'haner Krismenn ne ganfe ket ken en ur fest-noz ma ne vefe nemet paotred gantañ war al leurenn.
Kalzig tud o deus roet o soñj da heul an diviz-se, dre vras evit mont a-du gantañ met ivez evit goulenn ma vefe trawalc'h evit cheñch penn d'ar vazh.
Anavezet eo Krismenn evit e donioù rap hag e gan-ha-beatbox met stummet eo bet e bed ar festoù-noz. Hervezañ e rank pep hini ober e lod rak ne c'hell ket padout evel-se.
Sell ur ganerez
E pempvet rann an heuliad teulfilmoù Reizh.Direizh he deus Anne Gouerou dibabet plediñ gant an tem-se, just-a-walc'h. Filmet he deus Marthe Vassalo hag a glask dielfennañ abegoù ar gudenn : an niver re vihan a verc'hed war al leurennoù sevenadurel dre vras, ha re ar festoù-noz da gentañ penn. Un tañva a zo da glevet en Taol Lagad ha skignet e vo an teulfilm en e bezh disul, adalek 9e55, en abadenn Bali Breizh war France 3.