An Taol Lagad vous propose d'entendre un point de vue différent sur les solutions à la crise agricole, celui du Groupement des agriculteurs biologiques, par la voix de son président dans les Côtes-d'Armor (GAB 22). Klevet a reer hiziv sell ur produer laezh biologel diwar-benn diaesterioù al labourerien-douar ha klemmoù ar gerent a-enep d'ar gartenn-skol e Penn-ar-Bed.
Un nebeut devezhioù goude bezañ bet klevet kounnar al labourerien-douar o stankañ an hentoù e Breizh ez a An Taol Lagad da eskemm gant Yann Cheritel en deus adprenet atant laezh e vamm 8 bloaz 'zo, e Mousteruz. Troet en deus an ti-feurm e bio, sikouret gant ar Gab (groupement d'agriculteurs biologiques).
Er sizhunvezhioù paset, n'en deus ket ar peizant yaouank kemeret perzh e emsavadeg ar labourerien-douar, rak kompren a ra diaesterioù e genseurted met n'eo ket a-du gant kinnigoù ar sindikadoù FNSEA ha JA.
Klasoù en arvar
Bep goañv e teu en-dro mare ar manifestadegoù evit difenn klasoù en arvar. Met ar bloaz mañ eo gwashoc'h eget boas e Penn-ar-Bed hervez ar sindikadoù skolaerien : er raktres kartenn-skol ez eus anv da serriñ seizh post ha tri ugent, evit 18 digoradur. Un tamm pep lec'h en departamant e vez gwelet neuze bugale, kerent ha dilennidi bodet dirak ar skolioù, evel e Berrien pe e Plougastell lec'h ma c'hellfe ur c'hlas divyezhek serriñ. Dimeurzh 13 a viz C'hwevrer e vo dalc'het ar bodad a rank kadarnaat ar gartenn-skol. Hep mar e vo niverus ar vanifesterien e Kemper, dirak an Ensellerezh akademiezh.