Dans sa nouvelle série documentaire, la réalisatrice Anne Gouerou interroge la place des filles et des femmes dans l'espace public. En heuliad Reizh-Direizh e vez studiet plas ar merc'hed er bed a hiziv gant ar sevenerez Anne Gouerou.
"Penaos e vez darempredet al lec’hioù publik gant ar merc’hed ?" : sed aze ar goulenn a oa bet savet gant Anne Gouerou a-raok kregiñ da sevel hec'h heuliad "Reizh-Direizh". E-kerz ar 7 rann e lak an teulfilmoù ar gaoz war ar porzhioù-skol mestroniet gant ar volotenn velldroad ha war hentoù stereotipet an heñchañ evit ar re yaouank. Kaozeal a ra ivez eus plas ankoueet ar merc’hed er c’hêraozañ betek o flas munut war al leurennoù arzel pe war an tachennoù sport…
Met dre un heuliad poltredoù tud mennet gant an ingalded e tiskouez ivez eo kroget lod d'en em soñjal ha da glask doareoù da lakaat ar gevredigezh da cheñch, panefe en ur sellet da vat ouzh ar sifroù kinniget gant ar sokiologourien.
Koc'hu en arvar hag ugent vloaz ur peñse
En Taol Lagad e vez komzet ivez berr-ha-berr eus dazont ar c'hoc'hu pesked e Loktudi ha diouzh ar pevar devezh eskemmoù ha prezegennoù gouestlet da beñse ar Bugaled Breizh. 20 vloaz 'zo oa bet kaset ar vag pesketa d'ar strad, d'ar 15 a viz Genver.