La Confédération paysanne organise des événements dans les campagnes, en parallèle du grand salon de l'agriculture à Paris. Et des journées sont organisées pour apprendre le breton aux traducteurs automatiques en ligne. Aozet e vez saloñsoù al labour-douar war ar maez, pell diouzh Pariz, ha klask a reer deskiñ brezhoneg d'an ostilhoù treiñ enlinenn.
Evel e Saloñs labour-douar Pariz hag a grogo e fin ar sizhun ez eus micherourien er "Saloñs barzh an atant" aozet gant Kengevread ar beizanted e Kloar-Karnoed. Gwelladennerien zo ivez met amañ e teuer gant heuzoù, rak ar pal zo diskouez petra eo al labour-douar war an dachenn. Degemeret eo bet an dud war un atant sistr ha bleud hag a werzh e broduioù bio dre ur rouedad verr. Un nebeut dilennidi ha dileuridi ar Stad, evel prefed Penn-ar-Bed a oa deuet da selaou ouzh ar beizanted met ar re mañ o deus ar santimant ne vezont ket selaouet kement evit al labourerien-douar zo bet o stankañ an hentoù er sizhunvezhioù paseet.
Brezhoneg en naouegezh artifisiel
Pouesuzoc'h-pouezusañ eo an ostilhoù niverel en hor buhez. Ha tamm-ha-tamm e teu ar re a implij an naouegezh artifisiel da gemer muioc'h a blas. Kuit na chomfe ar brezhoneg er maez eus ar bed-se e ranker bouetañ an urzhiataerezhioù gant danvez yezhel pinvidik. Emañ skol-veur Abu Dhabi o kenurzhiañ ul labour war an dachenn-se evit ar yezhoù minorelaet. D'ar sadorn 17 a viz C'hwevrer e oa bet aozet ar Breizh Datathon kentañ, e Kemper, gant an aozadur Breizh Niverel. Unan all a vo aozet e miz Ebrel.