Confronté comme d'autres à un manque de médecins, l'hôpital de Guingamp envisage de faire appel à des praticiens cubains, mais il reste encore du travail pour que le projet aboutisse. Ha ma teufe medisined stummet e Kuba evit reiñ harp da skipailhoù ospital Gwengamp ? Lañset eo ar mennozh met labour a chom c'hoazh. Hag e Kemper emeur o kempenn ur savadur anavezet mat war vord an Oded : an ti melen.
Re nebeut a vedisined, hollegour pe arbennik, a zo e bro Frañs. Er mizioù tremenet o deus kalz ospitalioù ranket serriñ servijoù a-bezh e-pad meur a viz, evel e Gwengamp : ar servij gwilioudiñ da skouer en deus ranket bezañ astalet rak ne oa ket trawalc'h a vedisined anesteziour evit lakaat ar servij da dreiñ. Ha mankout a ra ivez amiegourien ha trummadourien. Penaos ober, neuze ? Deuet zo ur mennozh da zilennidi 'zo en ti-kêr : lakaat medisined eus enez Kuba da zont da labourat. Kustumet eo ar vro da stummañ kalz medisined ha da lakaat anezho da labourat e broioù-all. Emglevioù a zo dija gant kalz broioù-all. Deuet eo kannad Kuba e Pariz da eskemm gant an dilennidi met n'eo ket graet an afer c'hoazh. Ar gouarnamant en deus e c'her da lavaret ivez.
Labourioù da gempenn ur stal feilhañs
E Kemper eo anavezet mat an "ti melen", war ribl ar stêr Oded. Un ostaleri a zo bet ennañ, hag an ti-feilhañs Fouillen ivez, betek ar bloavezhioù 1980. Dilezet eo bet e-pad bloavezhioù met ur perc'henn nevez en deus divizet kempenn ar savadur evit digeriñ en-dro ur preti ha kinnig kambreier da feurmiñ (e stumm leti-ranndioù). Klasket vo doujañ ouzh ar savadur orin.