Ti ar vro Treger-Goueloù propose depuis quelques mois des animations en breton à destination des résidents d'Ehpad du secteur. Ce nouveau service rencontre déjà un franc succès et permet de recréer du lien dans plus de 20 établissements. Ouzhpenn ugent ti-annez evit ar re gozh a ginnig dija abadennoù e brezhoneg a-drugarez da servij nevez Ti ar vro e bro d/Treger.
Abaoe miz Gwengolo 2023 e vez kinniget gant Ti ar Vro Treger-Goueloù abadennoù buheziñ e brezhoneg ha diwar-benn sevenadur Breizh d’ar reoù gozh o vevañ e tiez EHPAD ar vro. Ur servij nevez a zo bet krouet a-ratozh gant ti ar Vro, staliet e Kawan, gant Mireille Arnouat o vuheziñ ar prantadoù.
Abalamour ma 'z eo chomet ar brezhoneg o yezh vamm ha o yezh kalon e tegas an abadennoù plijadur d’an annezidi. Liammoù sokial a vez krouet en-dro kenetrezo, pezh a vez diaes a-walc'h e seurt lec'hioù lec'h ma c'hell aes a-walc'h pep chom en e gorn.
21 Ehpad dija
Un abadenn a vez kinniget bep miz, goude-merenn, gant an animatourez, hag a zo aze da lañsañ an eskemmoù. Harpañ a ra an abadennoù war un tem degaset ganti pe goulennet gant an animatourien war blas. Marvailhoù a bep seurt vez klevet, fentus dre vras met trist a wechoù. 21 annez, enno 500 den, a zegemer dija abadennoù Ti ar vro ha gellet a rafe ar sifr-se kreskiñ, gant animatourien ouzhpenn.