Morlaix communauté vient de signer la charte "ya d'ar brezhoneg". Elle s'engage à mettre en place un certain nombre de mesures. Gant ar garta e fell d'an tolpad-kêrioù mont waraok evit difenn ar brezhoneg.
Ya d'ar brezhoneg
Dale a oa gant Montroulez kumuniezh war dachenn ar brezhoneg... Met prest eo an dilennidi da cheñch penn d'ar vazh ! Dre ar garta "Ya d'ar brezhoneg", sinet d'an 29 a viz C'hwevrer, asambles gant Ofis publik ar brezhoneg, e fell d'an tolpad-kêrioù lakaat e pleustr ur gwir politikerezh yezh. Evit ober war e dro, eo bet enfredet Gael Roblin, "an aotroù brezhoneg". E-touez e gefridioù e vo tachennoù ar vuhez foran war an tiriad : bed ar bugaligoù, panellerezh, kentellioù brezhoneg... Ul levrig a zo bet savet ivez, ennañ strollet ur bern titouroù evit an dilennidi. Anvet eo ar Vademecum. Gantañ e vez renablet ar pezh eo posupl ober e brezhoneg en ur zoujañ d'ar framm lezennel : stummañ ar wazourien, brudañ ar yezh er skol pe en diavaez, lidañ an euredoù...