Difi Zero lastez : gwisket evel Beyoncé hep plastik

Publié le Mis à jour le

Lakaat ar fri en hor pezhioù dilhad ha dizoleiñ…ez eus plastik forzh pegement enno. Kenderc’hel an avañtur noaz-rann? War a seblant e vefe diskoulmoù all. Kendrec’het omp e c’hell ar c’hiz hag ar Zero lastez kenvevañ asambles. Deomp da zizoleiñ ar stalioù a eildorn.



Er bloavezhioù 1950, ma felle d’ur vaouez prenañ ur vroz e kouste dezhi un 70 euro bennak. Hiriv e c’hellan me mont da brenañ ur vroz nevez flamm da di H&M pe Zara evit nebeutoc’h eget 10 euro ! Ya eveljust n’eo ket ar memes kalite met alies en em c’houlennan memestra penaos eo posubl d’an dilhad bezañ ken marc’had-mat! Un dra bennak a dreuz a zo, anat eo !



Priz ur pezh dilhad hiriv - o kontañ an danvez, al labour krouiñ ha gwriat, an transportoù, al lojistik gwerzhañ - a zo dibosubl. Perak ? Peogwir ne vez ket kemeret e kont er jedadenn ar c’houst evit an endro !



An dra-se a vez anvet ar “fast fashion”, business a vount ar vevezerien da brenañ dilhad nevez pep 5 sizhunvezh, o lakaat war ar marc’had ouzhpenn 20 dastumad nevez bep bloaz.



War ar rouedadoù sokial evel Instagram e vez sellet a dost ouzh dibaboù an dud da geñver ar c’hiz. Adlakaat div wech ar memes pezh dilhad a zo gwelet e-giz un dra bennak iskis, pe zoken difennet : ur “fashion faux-pas”. Ar pezh a zo spontus, pa ouezer pegen saotrus eo industriezh an dilhad!



Ar fast fashion a sav ur gudenn vras evit an endro : krouet e vez muioc’h-mui a zilhad hag ouzhpenn-se e vez lakaet muioc’h mui a blastik e-barzh !! Ouzhpenn 60% eus ar fibroù a vez implijet bremañ a zo enno danvez sintetek, o tont eus ar petrol. Ha pa vezo taolet kuit hon dilhad ganeomp, ne zaio ket ar fibrennoù-se da vreinañ e giz ma rafe ar c’hotoñs pe al lin. Chom a raio ar partikulennoù plastik da blavañ er mor pe en douar e-pad miliadoù a vloavezhioù! 



Arkeologourien an dazont a gavo moarvat an tammoù dilhad-se en douar hag a gompreno petra oa hon doare da guzumiñ dilhad en XXIvet kantvet.



Petra ober neuze ? Brav eo lavaret eo arabat prenañ dilhad nevez, plijout a ra din ar c’hiz, ha n’em eus ket c’hoant gwiskañ dilhad va mamm-gozh bemdez evit saveteiñ ar blanedenn !



Unan eus an diskoulmoù : kompren ez eo ar c’hiz ur vouklenn, ha pep stil a zistro atav deiz pe zeiz. Skouer : er mare-mañ ne weler nemet dilhad awenet gant ar bloavezhioù 1990 er stalioù.



Perak chom hep prenañ war-eeun dilhad kozh vintage neuze ?  Ar stalioù a eil-dorn a ginnig muioc’h mui a ziskoulmoù evit an dud a fell dezho kaout ur gwir stil  hep kemer perzh e doñjer ar fast fashion.



Evel ma lavar Macklemore en e ganaouenn “Thrift shop”, perak prenañ traoù nevez pa c’heller krouiñ ur gwiskamant a-bezh gant 20 dollar?

 


Hor stalioù vintage muiañ-karet e Brest ha Roazhon  :



La Pince

Rossignol de mes Amours: stal dilhad vintage e Roazhon





 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité