Kenstrivañ a raio ar strollad Alvan hag Ahez e anv ar Frañs da geñver gourfenn an Eurovision d'ar 14 a viz Mae e Torino. Kanet e vo gant ar pevar arzour an ton anvet Fulenn, e brezhoneg penn da benn.
Evit bevañ betek penn an darvoud-mañ e kinng deoc'h France 3 Breizh heuliañ an nozvezh dispar-se kinniget e brezhoneg penn-da-benn war France.tv Breizh adalek 9e noz d'ar sadorn 14 a viz Mae.
Ouzhpenn peder eurvezh war-eeun displeget gant Goulwena an Henaff, Yann-Herle Gourves, Thelo Mell ha Mael Gwenneg.
Tu vo deoc'h heuliañ brasañ kenstrivadeg kanaouennoù Europa. Ouzhpenn 200 million a dud a vez o heuliañ an abadenn bep bloaz. 40 bro a zo er penn-kentañ 25 evit ar gourfenn.
Kanet e vo gant ar strollad Alvan hag Ahez an ton anvet "Fulenn", awenet gant mojenn Katell-gollet. Ur plac'h yaouank a blije dezhi dañsal met ne blije ket an dra-se d'he eontr. Bac'het e oa bet e tour ur c'hastell ha tec'het e oa kuit. Mervel a reas siwazh.
Ar pozioù 'zo bet savet gant Marine Lavigne hag ar sonerezh gant Alvan.
Kroget e oa bet an avañtur gante e penn-kentañ ar bloaz a-raok bezañ trec'h en abadenn "Eurovision France 2022, c'est vous qui décidez". Aze oa bet hag ar sellerien hag ar juri o votiñ evite d'ar 5 a viz Meurzh tremenet.
Laouen eo France 3 Breizh o kinnig an nozvezh-se deoc'h. Hetomp chañs vat da Alvan hag Ahez !
Voir cette publication sur Instagram