Entre la satisfaction de voir la baguette tradition protégée par l'Unesco et l'inquiétude face aux coûts de production qui flambent, un boulanger quimpérois nous répond. Et une association du pays bigouden fait partir un nouveau camion de matériel vers l'Ukraine. Er c'heleier e klever ur baraer laouen ha nec'het war un dro hag heuliañ a reer ur strollad tud eus ar vro Vigoudenn kengred gant tud Ukraina.
La baguette entre reconnaissance et coûts en hausse / Ar vagetenn, hollvrudet met keroc'h
Daoust ma blij da Philippe Gueguen, baraer e Kemper, e vefe bet degemeret ar vagetenn e-touez glad dizanvezel an denelezh gant an Unesco ez eo nec'het dreist-holl gant kresk e goustoù produiñ, pa vefe an energiezh evit poazañ ar bara ha yenaat ar produioù, met ivez an danvez da fardañ anezho. Setu ar pezh en deus kontet da skipailh An Taol Lagad.
Un camion de la solidarité entre Pont l'Abbé et l'Ukraine / Ur c'harr-samm gweleoù ha palennoù evit Ukraina
Meur a garr-samm a zo loc'het eus ar vro Vigoudenn war-zu Pologn evit degas skoazell ha dafar d'an Ukrainiz abaoe penn-kentañ ar brezel nav miz 'zo. War intrudu ar gevredigezh Solidarité bigoudène pour l'Ukraine e oa aet kuit unan-all ar sizhun mañ, evit degas gweleoù, palennoù ha dilhad tomm d'un emzivati. Evit kargañ ar c'hamion e oa deuet meur a Ukrainat divroet, degemeret er vro er mizioù tremenet.
Hag e fin ar c'heleier e roomp deoc'h keloù eus ur raktres a oa bet gwelet en Taol Lagad warlene : Bagadini.