DA ADWELET. Aet eo ar maout gant Hugo Hofstetter e Tro Bro Leon 2022

Deuet eo ribinoù Tro Bro Leon da vezañ anavezet ha kopiet er bed a-bezh. Bep bloaz e c'hoarvez traoù a-bep-seurt gant ar rederien marc'h-houarn a gemer perzh. Mestr eo bet ar skipailh breton Arkea Samsic war abadenn 2022 ar c'hours etre Plougin ha Lanniliz. Trec'h eo bet Hugo Hofstetter ha Connor Swift trede.

L'essentiel du jour : notre sélection exclusive
Chaque jour, notre rédaction vous réserve le meilleur de l'info régionale. Une sélection rien que pour vous, pour rester en lien avec vos régions.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "L'essentiel du jour : notre sélection exclusive". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Hugo Hofstetter en deus skrivet e anv war roll loreidi Tro Bro Leon, goude hini Connor Swift (Arkea Samsic), trec'h warlene. Ha kalz labour en deus graet kourser Breizh-Veur evit sikour e gamalad eus ar skipailh Arkea-Samsic. Un abadenn a live uhel a zo bet adarre hiziv war hentoù bro Leon ha bro Bagan evit klask gounit ar redadeg krouet e 1983 gant Jean-Paul Mellouet hag ur vandennad Leoniz sot gant ar marc'h-houarn.

"Ifern ar c'hornog", keñveriet alies gant hini an Hanternoz etre Pariz ha Roubaix, c'hellit adsellet, e brezhoneg, amañ dindan, war lec'hienn internet France 3 Breizh.

29 ribin, hentoù douar pe maen-ruilh, a zo bet kavet gant ar skipailhoù war o hent, en o zouez re hent-houarn kozh Landeda pe hini Keradraon, 1600 metrad hed anezhañ. 

33 kilometrad a ribinoù

Erruet int e Lanniliz, goude 207 kilometrad dre an hentoù, 33 diouto er ribinoù. 22 skipailh, 7 sportour e pep hini anezho, a oa loc'het disul vintin eus Plougin evit klask gounit ar pemoc'h bihan a vez profet bep bloaz d'an hini a zo trec'h, ha n'eo ket ur maout eo !

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité