Disul goude-merenn e vo tu deoc'h heuliañ amañ e-pad div eurvezh abadenn 2021 Tro Bro Leon. Ar redadeg war varc'h-houarn a gaso ar rederien dre hentoù ha ribinoù bro an Aberioù, bro Bagan, ha betek Landerne, a-raok distreiñ kostez Lanniliz evit an degouezh. Kourserien a zoare a glasko bezañ trec'h.
Warren Barguil, Philippe Gilbert, John Degenkolb, Oliver Naesen pe c'hoazh Christophe Laporte : ar bloaz-mañ eo deuet a-benn aozerien Tro Bro Leon da sachañ sportourien eus ar c'hentañ evit o redadeg war hentoù hanternoz Penn-ar-Bed. A-drugarez d'ar c'hleñved-red Covid-19 en ur mod, rak daleet eo bet ar c'hours hag a veze dalc'het da vare gouelioù Pask betek-hen.
Siwazh, ne c'hello ket an arvesterien dont da welet ar gourserien war al linenn-degouezh, e Lanniliz, abalamour d'ar reolennoù yec'hedel. Met gellet a raint heuliañ ul lodenn vat eus ar redadeg war o skrammoù : hini an urzhiataer, adalek 2e30 gant displegadennoù e brezhoneg kinniget gant Mathieu Herry eus France 3 ha Louis le Roux, sot gant ar marc'h-houarn. War chadenn skinwel France 3 breizh e vo kinniget ar c'hours ivez adalek 3e40, e galleg ar wech-mañ gant Jean-Marc Seigner ha Gurvan Musset.
Ar redadeg war internet, adalek 2e30 d'ar sul 16 a viz Mae :
Hervez Louis le Roux, hag a anavez mat-tre ar redadeg ez eus peadra da gaout plijadur ar bloaz-mañ : "N'ez eus ket kement-se a goursoù er poent-mañ ar bloaz-mañ, setu hon eus chañs da gaout skipailhoù kreñv. Ha bretoned a vo ivez, pezh a blijo d'an dud. Me gav din e vo gwelet tud war vord an hentoù."
Ar c'hovid-19 en deus c'hoariet un dro fall d'ar skipailh Direct Energie avat. Digwener en deus ranket cheñch an holl gourserien rak unan diouto a zo bet tapet gant ar c'hleñved. Ne vo ket gwelet Niki Terpstra, Damien Gaudin pe Adrien Petit ar bloaz-mañ neuze. Ur chañs kaer a oa ganto koulskoude.
Ribinoù nevez da gavout bep bloaz
War an dachenn en deus skipailh an aozerien, ennañ tud a-youl-vat eus ar vro, labouret hardi evit prientiñ ar redadeg, ha dreist-holl ar ribinoù o deus roet brud da Dro Bro Leon abaoe 1984. "Pemp ribin a oa evit ar redadeg kentañ, eme Jean-Paul Mellouët, krouer ha rener an darvoud. Ar bloaz-mañ ez eus 27 hent ar gourserien. A-drugarez dezho e vez dic'hortoz ar redadeg. Toullañ ur rod pe traoù a-bep-seurt a c'hell en em gavout. Bep bloaz e klaskomp kavout ribinoù nevez met n'eo ket aes".
En français :
France 3 Bretagne se mobilise pour vous faire suivre l'édition 2021 du Tro Bro Leon. Dès 14h30, les images en direct seront commentées, en breton, sur notre site internet. Les commentaires en français seront à suivre à partir de 15h40 sur l'antenne de France 3 Bretagne.
27 "ribin", ces sentiers empierrés plus habitués aux roues des tracteurs qu'à celles des vélos et qui ont fait la notoriété de l'épreuve, sont au programme des coureurs avant l'arrivée à Lannilis. Une arrivée à huis clos, restrictions sanitaires obligent, mais à suivre donc, sur vos différents écrans, avec un plateau sportif particulièrement relevé cette année : Warren Barguil, Philippe Gilbert, John Degenkolb, Oliver Naesen ou Christophe Laporte seront sur la ligne de départ.