Il y a cent ans commençait l'affaire Seznec avec la disparition mystérieuse du conseiller général Pierre Quéméneur. Elle continue à alimenter les discussions. Et la fête de la langue bretonne revient à Langonnet à la fin du mois de Juin. En Taol Lagad e komzer eus kantvet deiz-ha-bloaz an afer Seznec hag eus roll an darvoudoù a vo e Gouel Broadel ar brezhoneg a-benn ur miz.
D'ar 25 a viz Mae 1923 e loc'he Guillaume Seznec, kenwerzour e Montroulez, ha Pierre Quéméneur, marc'hadour koad ha kuzulier-meur e Penn-ar-Bed, eus Roazhon en ur c'harr-tan Cadillac o doa c'hoant gwerzhañ e Pariz. Dont a reas Seznec en-dro e unan eus ar veaj-se. Ne voe ket kavet korf an dilennad met kondaonet e voe Guillaume Seznec d'ar bagn betek fin e vuhez e 1924, abalamour da destenioù liesseurt a-eneptañ ha d'ur bromesa gwerzh faos graet gantañ evit un ti perc'hennet gant Quéméneur. Abaoe en deus an afer-se lakaet kalz tud da gaozeal ha da soñjal e oa bet graet ur fazi gant ar Justis. Met hervez Bernez Rouz e oa solut an doser a-enep da Seznec memestra.
Distro GBB e Langoned
E fin miz Even e vo aozet, evel bep eil bloaz, Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langoned. 3 devezh gant ar yezh e kreiz ar jeu, awenet gant gouelioù ar bloavezhioù 1970 e Gwengamp, Kastell-Paol, ha diwezahtoc'h e Speied. Embannet eo bet roll an abadennoù, liesseurt tre, gant an aozerien. Sonerezh, sport hag eskemmoù a vo a-hed an dibenn-sizhunvezh.