Le nouveau succès des randonnées du Tro Menez Are et un nouveau spectacle sur la danse sous confinement, c'est le programme du journal en breton aujourd'hui. En Taol Lagad e weler baleerien e leizh evit Tro Menez Are hag un abadenn dañs ha c'hoariva o vezañ krouet e Rostrenenn.
Evit ar 34vet gwech e oa bet aozet Tro Menez Are gant kerent skol Diwan Kommanna. En-dro da Blourin-Montroulez e oa bet dibabet an hentoù etre 5 ha 40 kilometrad. Ouzhpenn 7000 a dud a zo deuet da gemer perzh er gouel, da zizoloiñ ar vro ha da zegas o skodenn d'ar z/Diwan. A-bouez tre eo an arc'hant rastellet en devezh se evit mont en-dro ar skol, da baeañ an implijidi n'int ket skolaerien da skouer.
Digenfinañ an dañserien
Ur strollad arzel nevez eo ar Vroderez Noz. Emaint o krouiñ un abadenn nevez, As en danse, diazezet war ziaesterioù an dañserien e-pad prantad ar c'hleñved-red Covid-19. Lukaz Nedeleg ha Nolwenn Korbell a vo war al leurenn gant daou zañser, unan hip-hop, egile a-vremañ, en un abadenn leurenniet gant Etienne Siberil. C'hoariet e vo e miz Eost evit ar wech kentañ, e Gwened.