L'office public de la langue Bretonne estime à 1850 postes "équivalent temps plein" le nombre de brittophones qui utilisent la langue dans leur travail. Une hausse de 42% par rapport à la précédente étude datant de 2012. Ouzhpenn 550 post labour e brezhoneg a zo bet krouet etre 2012 ha 2022. Setu pezh a lenner e studiadenn nevez Ofis publik ar brezhoneg. Ouzhpenn 4/5 eus ar postoù a zo e bed ar c'helenn.
Ur c'hresk a 42% a zo bet er postoù-labour lec'h ma ranker gouzout brezhoneg evit bezañ tutet etre 2012 ha 2022. Emañ arsellva Ofis publik ar brezhoneg o paouez nevesaat o enklask diwar-benn ar brezhoneg e bed al labour. Kreskiñ a ra e pep departamant Breizh, gant an hanter eus ar postoù e Penn-ar-Bed hag ar c'hresk kreñvañ e departamant Il-ha-Gwilen.
Munudoù ar studiadenn a gaver enlinenn war lec'hienn Ofis Publik ar Brezhoneg hag en deus lañset ivez ul lec'hienn evit lakaat e darempred implijerien ha brezhonegerien o klask labour.
Galv ar c'helenn
Tutañ a ra micherioù ar c'helenn (brasañ implijer e brezhoneg, gant 81% eus ar postoù). Diaesterioù a vez a da leuniañ an holl bostoù kinniget e kenstrivadeg kelennerien ar skolioù. Ur vicher a vez desket da skouer e "Kelenn" aozadur stummañ ar rouedad skolioù dre soubidigezh Diwan. Bet omp bet da welet penaos e vez stummet un danvez skolaer, er greizenn-se, e Kemper.