An Taol Lagad est allé rencontrer Jean Branellec, ancien volontaire de Médecin sans Frontières en Palestine, qui observe, de Bretagne, la reprise des conflits à Gaza. A-raok mont war e leve e oa aet ingal Jean Branellec da Gaza ha Palestinia evit Medisined hep harzoù. Mantret eo pa wel ar pezh a c'hoarvez eno er mare-mañ.
E-pad 30 vloaz en deus Jean Branellec degaset e ampartiz anesteziour d'ar gevredigezh Medisined hep harzoù, ha meur a wech en deus kemeret perzh e misionoù dengarour e Palestinia. War e leve emañ bremañ hag un nebeut bloavezhioù 'zo n'en deus ket graet ar veaj war zu Palestinia. A-bell e heul ar medisin ar pezh a c'hoarvez e Gaza hag ar brezel taer etre arme Israël ha soudarded an Hamas. Gwelet a ra dreist-holl efedoù an emgannoù hag ar bombezadegoù evit ar boblañs eno. Klask a ra ivez kaout keloù eus an dud en deus anavezet eno met diaes tre eo.
LENN. Ar brezel e Gaza gwelet gant ur vreizhadez tomm he c'halon ouzh Palestinia
Rezistanted enoret en ul levr
Emañ Skol Vreizh o paouez embann ul levr anvet "Les disparus de Pontaniou". Kontañ a ra Jean-Yves Guengant istor ur strollad rezistanted bet harzet, toull-bac'het e Pontaniou, e Brest, ha lazhet gant an arme Alaman e miz Eost 1944 hep na vefe adkavet o c'horfoù.