Le Téléthon aura lieu les 8 et 9 décembre pour financer la recherche sur les maladies génétiques. Un événement télévisé national qui vit aussi localement grâce à des milliers de bénévoles, comme la famille Conq dans le nord-Finistère. A-raok dañsal e Douarnenez evit ar gouel Dispar Amzer e vo klevet ar familh Conq a zegas nerzh d'an Téléthon e bro an Aberioù abaoe bloavezhioù : o mab Erwan zo klañv gant ur miopatiezh.
E 1987 e oa bet roet lañs d'an Téléthon gant France Télévisions hag an AFM (Kevredigezh Frañs a-enep ar miopatiezhioù). A-drugarez d'an emgav bloaziek-se, tro 30 eurvezh skinwel war eeun, e vez roet milionoù a euroioù gant ar c'hallaoued evit sikour ar Enklask a-enep d'ar c'hleñvedoù genetek. Hag aet kalz traoù war raok a-drugarez d'an arc'hant-se. E bro Leon e vez aozet darvoudoù abaoe bloavezhioù gant Mikael hag Yvonne Conq hag o deus dizoloet kazi 30 vloaz 'zo e oa tapet o mab Erwan gant ur miopatiezh.
Fest-Noz evit Dispar Amzer
E Douarnenez, ar gouel Dispar-Amzer a vo klozet disul gant un dibenn-sizhunvezh gouestlet d'ar c'han : An Diaoul a gan. Ur fest-noz bras a vo d'ar sadorn 2 a viz Kerzu e sal ar gouelioù, gant Landau / Jaffré, Talec / Noguet pe c'hoazh an daouad pennoù-sardin Hascoet / Ricaud. Ha marteze e vo gwelet dañserien yaouank war al leur-zañs : ur festig a oa bet aozet evit deskiñ an dañsoù hengounel d'ar vugale. Plijadur 'zo bet war ar plañchod.