Dans cette édition, nous suivons l'évolution des populations de mulette perlière dans une rivière des Monts d'Arrée et nous visitons Morlaix par le chant à la danse à l'occasion du festival Tan miz Du. En Taol Lagad e vo evezhiet ar meskl dour dous e Menez Are ha klevet daou ganer a gont istor Montroulez dre ur valeadenn kanet ha dañset.
Abaoe 2011 eo kroget ar gevredigezh gwareziñ an endro Breizh Vev da ademplantañ ur spesad meskl dour dous e stêrioù 'zo e Breizh. Ar blotvil-se, kozh-tre, a zo kazi aet da get e fin an XXvet kantved, da heul diskar kalite an dour : anat a-walc'h eo, rak kizidik tre eo al loen. Pa vez glann an dour ez a mat evit ar meskl. Met pa vez saotret e vezont gwallgaset buan. Arc'hantaouet e vez ar program-se, ha kalz re all e Europa a-bezh, gant fontoù europat.
LENN. "Si la mulette perlière est là, c'est que ça va"
Istor Montroulez dre ar c'han
Emañ ar gouel Tan miz Du, aozet gant ar c'hengevredigezh KLT, war an echuiñ. Heuliet e oa bet gant Ronan Hirrien ha Julien Abgrall ur valeadenn dre straedoù Montroulez, henchet gant ar c'han hag an dañs... Dre ar c'hanaouennoù kozh e vez kontet istor ar gêr. Ha da serr-noz e tañser war ar pont, e lec'h ma dremen an hent-houarn abaoe 1861.