Un herbier datant de la deuxième moitié du XVIIIème siècle a été confié au conservatoire botanique national de Brest. Et An Taol Lagad va aussi sur les chemins de randonnée bloqués par la tempête et avec des jeunes en formation de surveillant de baignade. Er c'heleier e brezhoneg e vo komzet eus un teñzor skiantel hag istorel, eus gwez o stankañ gwenojennoù da heul ar gorventenn hag eus tud yaouank stummet da evezhiañ bugale en dour.
Ul louzaoueg kozh, savet en XVIIIvet kantved, a zo bet profet da skol louzaouerezh Plouneour Menez gant ur stajiad, 6 miz bennak 'zo. Dimerc'her 24 a viz Du e oa bet fiziet an teñzor istorel ha skiantel-se e Mirva louzawouriezh Brest. Ne ouezer piv en deus kutuilhet ar 1000 plantenn bennak ha skrivet o anv e galleg hag e latin met gouzout a reer dija eo diazezet an diell war labourioù ar medisin Jacques Barbeu du Bourg, un tu bennak e bro Pariz. Kempennet e vo al levr ar bloaz a zeu evit padout pelloc'h c'hoazh.
Bale ha neuial
Evel kalz obererezhioù-all eo bet paket fall ar c'hleuboù baleerien gant ar gorventenn Ciaran. Kalz gwez ha brankoù a zo kouezhet war an hentoù, ha stanket anezho. Mont a ra neuze tud a-youl-vat gant treujerezhioù ha nerzh o divrec'h da zigeriñ an hentoù en-dro evel ma ra izili ar gevredigezh Trotte-sentiers, e bro Montroulez.
Gant an Ubapar e vez stummet bep bloaz tud yaouank a fell dezho buheziñ kreizennoù vakañsoù ha kampoù gant bugale. Ha lod anezho a zibab, ouzhpenn, kaout an diplom "evezhier kouronkañ". Ur staj a zo bet nevez 'zo e Karaez.