VIDEO. Gwez avaloù ur sistrerezh pilet gant ar gorventenn. Votre édition An Taol Lagad du 17 novembre

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn32s
Votre édition An Taol Lagad du 17 novembre 2023. ©France 3 Bretagne

Ils font partie des sinistrés de la tempête Ciaran qui rencontrent le ministre de l'agriculture ce 17 novembre : la cidrerie de Rozavern, à Telgruc a subi de gros dégâts dans la nuit du 1er au 2 novembre. 400 gwezenn avaloù a zo bet torret e liorzhoù ar familh Mazeau Scouarnec gant ar gorventenn Ciaran. Ur sapre taol evit produerien sistr Terrug.

Distrujoù bras a zo bet gant ar gorventenn Ciaran e liorzhoù avaloù ar sistrerezh Rozavern, e Terrug. Kantadoù a wez, ar re goshañ dreist-holl, a zo bet torret pe diwrizhiennet gant an avelioù diroll. E-pad 15 vloaz e vo santet efedoù ar barr-avel war obererezh ar sistrerezh rak ret e vo prenañ avaloù en ur c'hortoz vefe produet trawalc'h gant ar gwez a vo plantet en-dro. Ha darbet eo bet d'ar familh koll sistr ar bloaz-mañ ivez abalamour d'an tredan troc'het.

Teulfilmoù a-vil-vern

Bep bloaz e vez kinniget e miz Du Mizvezh an teulfilmoù. E Breizh e vez kenurzhiet an darvoud gant kevredigezhioù disheñvel e pep departamant ha pep hini a ra he dibab diwar ar filmoù produet er vro. Ha puilh eo c'hoazh ar c'hinnig ar bloaz-mañ gant filmoù evel "Et en plus ils dansent" pe "20 ans sans ferme". Evit ar sevenerien e vez talvoudus an eskemmoù gant ar arvesterien e fin ar skignadennoù.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité