Un héros à plumes à Lannilis : Baby le perroquet a réveillé ses maîtres alors qu'un incendie commençait dans leur cuisine. Et le groupe déjanté Groove boys, qui reprend à la bombarde les tubes des années 80, fête son anniversaire samedi 11 novembre. E Lanniliz ez eus pluñv gant aroz ar sizhun : ur peroked en deus dihunet e vistri pa oa tan o kregiñ er gegin. Ha disadorn 11 a viz Du e vo lidet deiz-ha-bloaz ar strollad diroll Groove boys, er Vauban e Brest.
Loen brudetañ ar sizhun eo kredabl bras : Baby, ur peroked o chom e Lanniliz, en deus dihunet e vistri e-kerz an noz o lavaret e oa tomm dezhañ. Pa 'z int savet o deus merzhet e oa ur gudenn dredan gant unan eus mekanikoù ar gegin hag en defe gellet lakaat an tan da begañ en ti. Gouest eo al loen da zeskiñ kalz frazennoù hag adlavaret anezho goude. Alies e lak an dud da c'hoarzhin, ar wech-mañ eo bet servijus ouzhpenn.
21 bloaz eo ar "bagad disko"
Disadorn da noz, e sal ar Vauban, e Brest, e vo lidet o zeiz-ha-bloaz gant ar strollad Groove boys : ugent vloaz int abaoe warlene, ha neuze unan ouzhpenn ar bloaz mañ.
Abaoe keit-all e kinnigont war al leurennoù o sonerezh dirollet, tonioù brudet ar bloavezhioù 80 ha 90, sonet gant bombardoù ha binawoù. Ur rekipe a blij atav kement d'an dud hag a gustum dañsal er salioù. Moarvat e vo gwiroc'h c'hoazh an dra se e Brest.