De nombreux professionnels sont affectés par les dégâts de la tempête Ciaran. Etat des lieux chez un brasseur et un maraîcher dans le Nord-Finistère. Kalz tud a-vicher a c'houzañv distrujoù ar gorventenn he deus c'hwezhet e Breizh e-pad nozvezh ar 1añ/2 a viz Du. Ur breser hag ul legumajer a ziskouez deomp ar pezh o deus kollet.
Avelioù kreñv ar gorventenn Ciaran o deus distrujet kalz ostilhoù labour. E Plouider en deus ar breser Gwenole Ollivier kollet ul lodenn eus ar savadur implijet gantañ evit bresiñ bier ha maltiñ heiz. Kollet eo ar stockoù edajoù ha ret e vo kempenn a-raok adlañsañ ul lodenn eus al labour.
Er parkeier ivez, e bro Leon, o deus al legumajerien gouzañvet ar gwallamzer. E Lanhouarne en deus Marc Paugam kollet un nebeut tunnelioù met kalz gwashoc'h eo an traoù evit lod eus e gamaladed. Maread a labour a vo a-raok gellet adlabourat evel a-raok.
DA LENN. Ur skolaj serret ha gwez da droc'hañ war an hentoù
Aet eo Malo Louarn da anaon
Disul e oa aet Malo Louarn da anaon, e Argol. 74 vloaz e oa an treser, anavezet evit e vannoù-treset (Rona, Les routiers...) hag e labour treser fent, er c'hazetennoù pe er skinwel er bloavezhioù 1980. Tad ar ganerez Gwennyn e oa.