Un nouveau procès contre les pesticides, une expositions Tolkien à Landerneau et surtout, les concurrents du championnat du monde de "farz pitilig" qui se préparent à Plouescat. En Taol Lagad e komzer eus kleñvedoù ar pestisidoù hag ez eer betek Ploueskad lec'h ma vezer o prientiñ Kampionad ar bed ar farz pitilig.
Muioc'h mui e vez komzet eus dañjerusted an diastuzerioù (pestisidoù) evit an endro, yec'hed an debrebrerien ha dreist-holl yec'hed al labourerien-douar. Diriaou 19 a viz Here e oa deuet ur produer legumaj ha sivi war e leve dirak pol sokial lez-varn Brest evit ma vefe anavezet gant an MSA, asurañs yec'hed al labourerien-douar, ar c'hrign-bev en deus tapet el lounezhi e 2020. Evit ar poent, n'eman ket ar c'hleñved-se war roll ofisiel ar c'hleñvedoù liammet gant impli ar produioù kimikel el labour-douar.
Sirius eo fardañ farz pitilig
Aozet e vo Kampionad bedel ar farz pitilig, ur meuz lipous eus bro Leon, d'an 11 a viz Du e Ploueskad. Evit se eo krog ar geginerien da beurlipat o rekipe evit bezañ dibabet gant ar juri pa teuio an devezh bras. Ha sirius tre eo an afer war a seblant. Ma fell deoc'h tañva ar grampouezhenn dev-se, kit da b/Ploueskad !