Pêche, ammoniac agricole et musique sont au programme d'An Taol Lagad qui s'intéresse aussi au centre de découverte du son, à Cavan (22). Gweladenniñ a reer kreizenn ar son, e Kawan, ha kaozeal a reer ivez eus pesketaerezh hag eus saotradur an aer gant al labour-douar.
Nec'het eo pesketaerien Breizh er mare-mañ abalamour d'ar c'houstoù, re an energiezh dreist-holl, o kreskiñ.
Gortozet bras e oa neuze Hervé Berville er vro Vigoudenn, diriaou 12 a viz Here. Deuet e oa ar sekretour Stad evit ar mor d'ar Gelvenneg evit gwelet ar besketaerien hag an dilennidi, ha lavaret en deus dezho e vefe astennet ar sikourioù da brenañ gazoal evit ar bigi betek ar pevar a viz Kerzu. Sañset e oa ar yalc'had 20 santim war bep litrad chom a sav disul a zeu.
Kaozeal a ra ivez An Taol Lagad eus al labour a vez kaset da benn gant Kambr al labour-douar hag Air Breizh evit klask digreskiñ ar c'hementadoù ammoniac dilezet en aer gant al labour-douar.
Bali Breizh e bro Dreger
E bro Dreger emañ skipailh Bali Breizh evit un heuliad peder abadenn, adalek disul 15 a viz Here. En abadenn gentañ e vo komzet eus sonerezh, ha graet e vo ivez un droiad e kreizenn dizoloiñ ar son e Kawan. Digoret e oa bet al lec'h-se e 1998 evit aozañ sonadegoù dibar ha lakaat pep hini da gompren petra eo ar son. Digor eo betek vakañsoù an Hollsent.
LENN. Cavan : promenons nous dans les bois, sur un sentier musical