La compagnie de théâtre Madarjeu vient de traduire le roman jeunesse Les deux gredins de Roald Dahl en breton. La première représentation de la pièce a lieu ce soir, à Carhaix.
Gant ar strollad Madarjeu eo bet troet e brezhoneg levr Roald Dalhl, An Twits. Istor ur c'houblad tud lous eo, bevañ a reont e-kreiz ur bern lastez ha plij a ra dezho ober troioù-kamm an eil d'egile... ha d'eben. Evel kustum e ijin ar skrivagner a Vro Gembre ur bed kevrinus ha tudennoù n'int ket gwall hegarat. Peadra da lakaat ar yaouankizoù da c'hoarzhin, adalek 7 bloaz. Kinniget e vo ar pezh-c'hoari evit ar wech kentañ, fenoz, e sal Glenmor Karaez.
Keleier-berr
Muioc'h mui a studierien vez diasur. A-benn sikour anezho vez ingalet boued ha produioù yec'hedoni ur wech ar miz 'barzh skol-veur Brest. Betek 300 studier o deus ezhomm eus ar sikour-mañ. Ur sifr hag a gresk a vloaz da vloaz. Hervez ur studiadenn bet embannet gant an IFOP e miz gwengolo, tost d'ur studier war zaou zo oblijet da lemmel kuit ur pred war an devezh.
Philippe Tanguy, bet kelenner pad tost da 40 vloaz, zo ampart war ar brezhoneg. Un nebeut bloavezhioù zo eo kroget da studiañ gerioù brezhoneg distreset abalamour d'ar galleg, cheñchet o ster dezho. Klevet vez e guzulioù fur war soutilded ar yezh, bep sizhun, war Arvorig FM.