An Taol Lagad a rencontré Jeremi Kostiou, libraire et éditeur brestois qui est déjà allé à trois reprises en Ukraine en tant que volontaire humanitaire. Meur a wech eo bet Jeremi Kostiou da sikour an dud e Ukraina abaoe penn kentañ ar brezel e miz C'hwevrer 2022. Kontañ a ra deomp perak ez a eno hag ar pezh en deus bevet e-kreiz an emgannoù.
Pa oa kroget ar brezel en Ukraina e miz C'hwevrer 2022 en deus soñjet Jeremi Kostiou ne c'helle ket chom hep ober netra. Skoet eo bet e familh e-kerz an eil Brezel Bed ha ne ijine ket e c'helle ar brezel dont en-dro e Europa evel-se. Kavet en deus an tu da sikour : kemer a ra perzh e labour ar bagadoù etrebroadel tud a-youl-vat. Teir gwech eo bet eno dija ha mont a raio en-dro pa c'hello.
Arz e gwerzh e Brest
Ur gwerzh dre ar c'hresk a zo bet e Brest disadorn 7 a viz Here gant taolennoù ha tresadennoù an arzour Mathurin Méheut. Evit ouzhpenn 27.000 euro eo aet an daolenn gerañ.
Er palier-arz Comoedia e c'heller prenañ oberennoù ivez : un diskouezadeg a zo eno er mare-mañ, gouestlet da arzourien japanat pe awenet gant bro ar Sav-Heol. Oberennoù a-bep-seurt a vo da welet eno betek ar 16 a viz Kerzu.