On parle d'archéologie dans An Taol Lagad, avec la découverte d'un fragment de carte de l'âge du Bronze, à Leuhan, dans le Finistère. C'est ensuite un passionné de chevaux postiers bretons qui témoigne. Unan eus koshañ kartennoù Europa a oa bet kavet e Leuc'han e 1900, met lodennoù a vanke : unan a zo bet kavet dec'h. Ha klevet a reomp Fernand Jaouen, sot gant ar c'hezeg.
E 1900 en doa an istorour Paul du Chatellier graet furchadegoù e tumulus Sant-Beleg, e Leuc'han. Kavet en doa ur maen-bez engravet hag a zo chomet kuzh en ur c'hav e-pad pell, e mirdi broadel an arkeologiezh. Met e 2021 o deus daou skiantour kavet an artefakt en-dro ha soñjal a ra dezho ez eo unan eus koshañ kartennoù adkavet en Europa. 4000 bloaz e vefe. Evit kavout an tammoù torret a vefe chomet war al lec'h eo bet lañset ar bloaz-mañ ur chanter furchadegoù ur mizvezh. Hag un tamm ouzhpenn, marteze ur c'horn-tro eus ar stêr Aon.
Fernand hag e gezeg
Klevet a reer ivez en Taol Lagad testeni Fernand Jaouen, sot gant ar c'hezeg poster breton. Meur a gazeg en deus kaset da b/Pariz evit kenstrivadeg saloñs al labour-douar. War e leve emañ met meur a loen en deus c'hoazh. Sevel a ra anezho gant e vab.