De janvier à juin, la Bretagne avait déjà accueilli autant de tournages de fiction que sur toute l'année 2022. Un succès qui s'explique par la nouvelle série Déter mais plus largement par un secteur audiovisuel régional très actif. Kaozeal a reomp eus sinema er c'heleier e brezhoneg, ha diouzh an dud a labour da ober eus Breizh ur vro sinema da vat, ouzhpenn ur c'hinkladur evit tiez-produiñ broadel.
Marteze ho peus merzhet : muioc'h-mui e vez dibabet Breizh evit filmañ oberennoù faltazi (filmoù pe heuliadoù evit ar skinwel). Etre miz Genver ha miz Even e oa bet kement a zevezhioù filmañ eget a-hed ar bloavezh 2022 hervez an aozadur rannvroel Breizh Sinema (Bretagne cinéma). Sachet e vez ar broduerien gant an dremmwelioù evel-just met ivez, tamm-ha-tamm, gant an dud a vicher staliet er vro. Komedianed ha teknisianed e-leizh a zo e Breizh ha fellout a ra dezho kaout ouzhpenn bruzhun eus ar raktresoù deuet eus Pariz.
Stummañ an dud a-vicher
Gant ar gevredigezh Filmoù e Breizh (Films en Bretagne), krouet e 1999 evit bodañ micherourien ar c'hleweled, e vez kinniget a-hed ar bloaz stummadurioù evit pinvidikaat o barregezhioù. Pal ar jeu a zo kreñvaat c'hoazh ar rouedad micherel a vez o kreskiñ er vro abaoe meur a vloaz.
Ma 'z oc'h dedennet gant an oberennoù kleweled produet e Breizh e c'hellit mont da welet an heuliad nevez "Déter", skignet war France.tv.