VIDEO. Ur studio fiñv evit Arvorig FM. Votre édition An Taol Lagad du 2 octobre

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn29s
Votre édition An Taol Lagad du 2 octobre 2023. ©France 3 Bretagne

L'édition revient, en breton, sur la nouvelle manifestation des défenseurs de l'hôpital de Carhaix, samedi à Quimper. Et nous assistons à une émission de la radio Arvorig FM en direct de Morlaix. Cheu 'zo bet e Kemper gant difennerien ospital Karaez. Ha mont a reomp ivez da v/Montroulez evit gwelet penaos ez a en-dro studio fiñv Arvorig FM.

Tomm eo bet an aergelc'h disadorn 30 a viz Gwengolo, e straedoù Kemper. Deuet e oa difennerien ospital Karaez da c'houlenn, ur wech c'hoazh, e vefe digoret en-dro noz ha deiz servij an Trummadoù. Abaoe penn-kentañ an hañv e ranker pellgomz d'ar 15 evit gellet bezañ hentet war-zu ur servij hervez grevusted ar gudenn. Meur a vanifestadeg a zo bet aozet abaoe an distro-skol evit difenn an ospital hag a oa bet en arvar e 2008 dija. 

Radio war an dachenn

A-drugarez da arc'hant ar Redadeg en doa gellet Arvorig FM prenañ ur studio fiñv un nebeut mizioù 'zo. D'ar gwener 29 a viz Gwengolo e oa skipailh ar radio en ostaleri Ty coz, e Montroulez, evit un abadenn war eeun. Gant dek den pedet ouzh ar mikro e oa bet lidet evel-se ar frekañsenn nevez digoret e bro Montroulez. Peadra da vrudañ muioc'h c'hoazh ur media lañset 25 vloaz 'zo bremañ. 

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité