VIDEO. Ur skol sonerezh nevez e Speied. Votre édition An Taol Lagad du 29 septembre

durée de la vidéo : 00h04mn21s
Votre édition An Taol Lagad du 29 septembre 2023. ©France 3 Bretagne

An Taol Lagad parle d'autonomie des régions, de restrictions d'eau dans le Nord-Finistère et de la toute nouvelle école de musique associative de Spézet. Emrenerezh a vo roet da enez Korsika hervez Emmanuel Macron. Goulenn a ra Rannvro Breizh ar memes gwirioù. Ha kaozeal a reomp ivez eus ar c'hudennoù dour e Gorre-Leon hag eus skol sonerezh Speied.

"C'hoant hon eus, e Breizh, ar memes galloudoù a vo roet da g/Korsika", en deus lavaret Loig Chesnais-Girard, prezidant ar rannvro, diriaou 28 a viz Gwengolo e Sant-Maloù, e-kerz Kendalc'h ar rannvroioù. Fiziet en deus er c'hentañ ministrez Elisabeth Borne danevell ar strollad labour en deus prederiet e-pad bloaz hanter war an danvez.

Kudennoù dour e bro Plouenan

E diazad doureier an Horn, e hanternoz Penn-ar-Bed, o deus 19 kumun ranket kemer diferadoù da vevennañ implij an dour er c'horn-bro. Difennet eo atav puñsañ dour er stêr Horn rak re saotret eo gant an nitratoù. Ret eo neuze mont da glask e stêrioù bihanoc'h, ha n'eo ket gwall uhel o live er mare-mañ.

Presbital gwechall, skol sonerezh hiziv

Sonerezh a glever bremañ e presbital kozh Speied. Goude daou vloaz a labourioù eo bet digoret ar skol sonerezh Korn Boud en ur savadur nevez flamm. Kinnig a ra kentelioù da dost 200 bugel er c'horn-bro hag ur studio a zo bet savet er savadur ivez.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité