An Taol Lagad vous emmène sur des fouilles archéologiques qui tentent de percer les secrets d'une villa gallo-romaine, la mieux conservée de Bretagne. Et nous suivons un producteur de yaourt qui transforme son lait à la ferme. Un arkeologourezh o klask kompren sekredoù un ti galian-ha-roman hag ur produer laezh a ra yaourt war e atant, setu roll-meuzoù An Taol Lagad hiziv.
E Keradennec, e Sant-Fregan, oa bet kavet e 1970 rivinoù ur villa galian-ha-roman. Betek hen eo an hini vrasañ e Breizh ha miret eo bet mat tre rak n'eo ket bet labouret an douar el lec'h-se, leun a raden hag a zouar fall. Eno emañ an arkeologourien o furchal er mare-mañ da gompren piv oa an dud a veve en ti-se, ennañ ur c'hibelldi. Savet e vefe bet er c'hentañ kantved goude Jezus-Krist, ha dilezet etre an trede hag ar pevare kantved. E-pad tri bloaz e pado ar furchadegoù da nebeutañ.
Yaourt en atant
Daouzek vloaz 'zo oa kroget Kevin Pochard da dreuzfeurmiñ ul lodenn eus laezh e dropellad war an atant, e Treouergad. Yaourt a vez graet gantañ met ivez laezh-riz hag a-bep-seurt produioù lipous. Seizh den a vez o labourat da broduiñ an dibennoù-pred a vez gwerzhet e bro v/Brest ha debret e skolioù ha skolajoù Penn-ar-Bed.