An Taol Lagad parle aujourd'hui de l'appel de l'Etat de sa condamnation pour inaction face aux algues vertes et vous amène sur l'île Molène des Côtes d'Armor, un îlot menacé par la montée des eaux. Goude keleier diwar-benn ar bezhin glas ez a ar c'heleier e brezhoneg war zu un enezennig, a-dal da d/Trebeurden e bro Dreger, a c'hellfe mont reier en-dro er bloavezhioù da zont.
Advarnet e vo efedusted ar steuñvioù a-enep d'an nitrat ha d'al lanvioù glas. Ar stad, kondaonet e miz Gouere gant lez-varn melestradurel Roazhon, en deus divizet ober engalv a-enep d'an diviz-se. Hervez ar varnadenn ne vez ket graet trawalc'h gant ar Stad c'hall evit digreskiñ ar c'hementadoù bezhin glas e eizh bae eus ar rannvro, tri e Aodoù an Arvor, hag ar re all e Penn ar Bed.
Peur vo beuzet enezennig Molenez ?
Setu ur skouer fetis eus efedoù an hin o cheñch ha live ar morioù oc'h uhelaat. Enezennig Molenez, e bro Dreger, e-tal Trebeurden, a c'hellfe bezañ an hini gentañ o vont da get e Breizh ha zoken war arvorioù bro C'hall. Gant ar c'horventennoù bras e vez kaset kuit traezh an tevenn ha loess (ur seurt douar) gouelezennet war ar reier greunvaen abaoe miliadoù a vloavezhioù. Troc'het eo bet an tevenn e daou damm dija. Ne ouezer ket pegoulz met moarvat e vo re vresk Molenez bro Dreger evit talañ ouzh tagadennoù ar gwall-amzer hag ouzh ar mor o pignat uheloc'h-uhelañ.
Evit enez Molenez Penn-ar-Bed n'ez aio ket ken buan an traoù met klask a reer kompren memestra petra vo an emdroadur eno :
Studiañ efedoù cheñchamant an hin e enezeg Molenez
Deiz-ha-bloaz laouen Arvorig FM !
Disadorn 23 a viz Gwengolo e vo lidet 25vet deiz-ha-bloaz ar radio kevredigezhel Arvorig FM, gant ur fest-noz e Loperc'hed. Ha n'eo ket prest ar radio da chom a-sav rak ur bern nevezentioù a zo bet embannet gant ar skipailh.