VIDEO. Gwiskamantoù Breizh ha loened ar vro. Votre édition An Taol Lagad du 20 septembre 2023

durée de la vidéo : 00h04mn30s
Les costumes bretons
An Taol Lagad du 20 septembre 2023 ©France 3 Bretagne

L'édition d'information en breton sous-titrée en français présente la toute dernière exposition du musée départemental à Quimper. Elle montre à quel point les animaux ont inspiré les coiffes et costumes bretons. Awenet eo bet gwiskamantoù Breizh gant loened ar vro, sed amañ pezh vez disoloet 'barzh diskouezadeg diwezhañ mirdi an departamant e Kemper.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Eus al loen d'ar choeff

A-viskoaz eo bet awenet dilhad hengounel Breizh gant al loened. Stummoù pesked pe laboused, gloan dañvad, seiz eus a bell vro, balafenned... Pe vefe loened an ti-feurm pe reoù gouez, adkavet e vezont dre stummoù ar c'hoeffoù, pe dre an tresadennoù war ar jiletennoù. Souezhusañ tra, kavet e vez pluñv war garrezennoù ar vruched ha koeffoù Kastellin. Diskouezadeg mirdi an departamant e Kemper zo da zizoleiñ betek fin ar bloaz.

Keloù-berr

Spagnoleg hag ivez katalaneg, euskareg ha galisianeg. Dibaoue dec'h e c'hell kannaded parlamant Bro Spagn implij ar yezhoù rannvroel d'ober o frezegennoù. Gant ar strollad politikel dizalc'hour katalan oa goulennet kement-se pell 'zo. Kreiz miz eost, a-benn ar fin, eo bet asantet ar c'hlemm gant Pedro Sanchez, kentañ ministr sokialour Bro Spagn, hag en deus ezhomm eus harp an dizalc'hourien vit chom e penn ar gouarnamant. Pa 'z eo bet klevet ar c'homzoù kentañ e katalaneg eo savet kannaded an tu-dehou pellañ ar strollad politikel Vox, da vont maez an hantergelc'h, 'benn sevel o mouezh a-enep ar gwir nevez-mañ. E Bro Frañs eo un afer all da geñver ar yezhoù rannvroel : ur yezh ofisiel zo tra ken, ar galleg.

Kendalc'het vo e labour gant Parentel e-pad 6 miz d'an nebeutañ. 9 devezh goude ma vefe bet lakaet ar gaoz war kontoù ar gevredigezh dirak lez-varn Brest eo bet divizet gant ar justis envel ur merour hag ul leuriad barnerezhel. War-dro ar vugale, ar grennarded hag o familh e vez graet gant Parentel, enni un 20 psikologour bennak. Spi zo bremañ gant ar gopridi e c'hello ar prantad 6 miz sklaeraat kontoù ar gevredigezh.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information