En Taol Lagad hiziv vo dizoloet istor Jean Croguennoc, paotr a Blouarzhel, bet martolod 'barzh ar Phenix. Aet eo al lestr spluj d'ar strad a-raok an eil brezel bed, dre vonnar, hep Jean Croguennoc ennañ. Kaoz zo vez eus peskerezh ha labour-douar er c'heleier e brezhoneg.
Jean Croguennoc, savetaet dre vurzhud
Ganet eo Jean Croguennoc e 1914 e Plouarzhel. Da 22 vloaz e ya da vartolod er morlu. E kreiz miz even 1939 e ouezer er c’hazetennoù eo aet d’ar strad e vag, al lestr spluj Phenix. E vag a gemere perzh en un egzersis gant listri all en don vor da oadoù ar Vietnam, an Indochine d’ar mare-se. A daol trumm e ya un dra bennak a dreuz ha mont a ra d’ar strad. Ar familh n’he deus keloù ebet gant ar morlu met un nebeut mizioù goude, e chom sebezet tout’n dud ! Setu distroet Jean da Blouarzhel. Perak ne oa ket e-bourzh, ne ouezer ket resis. Marteze e oa bet kastizet pe dalc’het gant un emgav mezegel. Jean Croguennoc n’eus ket komzet kalz eus peñse al lestr spluj met merket eo bet gant an darvoud. 71 martolod zo marvet e bourzh ar Phenix.
Keloù-berr
Serret eo bet an ti-lazhañ Gad e Lambaol-Gwimilio 10 vloaz ’zo. Meur a raktres a zo bet abaoe, met tro wenn o deus graet holl. Mare-mañ zo eskemmoù etre ar stal Bretagne Lin prest d'en em staliañ hag ar galloudoù publik. Ur chañs da grouiñ labour 'barzh ar vro.
Anken ha fulor zo touesk pesketourien Breizh. Aon o deus rak koll ar sikour a 20 santim war priz ar gasoil. Sed aze ar c'hemenn a c'hellfe bezañ graet gant Hervé Berville, sekretour stad vit ar mor, fin ar sizhun. Un emvod vo dalc'het fin an abardaez e Kemper etre ar besketaerien ha Mael De Calan, prezidant kuzul deparatamant Penn-ar-Bed, benn derc'hel da labourat.