Au menu de l'édition aujourd'hui : un jeune cuisinier qui se lance dans une commune rurale du Finistère et la culture du lin qui a bien changée par rapport au siècle dernier. Digoret en deus Dylan Simon ur preti e Gwimaeg a-raok an hañv. Heuliet hon eus anezhañ. Ha klevet e vo komz ivez eus al lin e bro Leon, gwechall hag hiziv.
Digeriñ ur preti dezhañ e unan. Setu ar pezh a felle da Dylan Simon ober, goude meur a brantad labour e stalioù-all, e Landerne da skouer. E Gwimaeg, ur gumun vihan war aodoù hanternoz Penn-ar-Bed, en deus staliet Friko e miz Mezheven. Ne oa hini ebet ken er vourc'h vihan-se. Keginañ a ra legumaj ha produioù ar vro, gant meuzioù diouzh ar c'houlz amzer, o klask chom hep lakaat ar prizioù da greskiñ re.
Aesoc'h eo gounit lin
Gwechall e oa kalz a lin er vro. Ar blantenn hag he neudennoù o doa graet pinvidigezh meur a gorn eus Breizh zoken. Hiziv e klask lod kendrec'hiñ al labourerien-douar da hadañ ha gounit lin en-dro. O arguzennoù : gounidoù mat, nebeut a labour en-dro d'ar blantenn, ha kalz nebeutoc'h a zivrec'h evit eostiñ eget gwechall. Rak soñj o deus ar re gozh : diaes e oa labour al lin. Met mekanikoù a zo bremañ.