VIDEO. Studiañ efedoù cheñchamant an hin e enezeg Molenez. Votre édition An Taol Lagad du 18 septembre

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn28s
Votre édition An Taol Lagad du 18 septembre 2023. ©France 3 Bretagne

Un peu partout, on essaye d'anticiper les effets du changement climatique. Dans le cadre d'un stage étudiant, Mateo le Meur s'y est essayé sur l'archipel de Molène. Klask a ra ur studier yaouank rakwelet petra vo kemmet gant an hin o cheñch e enezeg Molenez. Hag e Landerne eo deuet ar pont annezet da vezañ ur monumant istorel, ez-ofisiel.

Studiadennoù a-vil-vern a vez kaset da benn er bed a-bezh gant ar skiantourien evit klask kompren penaos e vo kemmet an endro da heul ar cheñchamant hin. Met n'eo ket aes rakwelet an dazont rak liesseurt-tre eo an efedoù. Setu ar pezh en deus gwelet Mateo Le Meur, studier e skol-veur ar mor (Institut universitaire européen de la mer, IUEM), e-kerz ur staj gant ar gevredigezh "Culture Breizh-îlienne". Implijet en deus daveoù skiantel ha bet eo bet da eskemm war an dachenn, gant pesketaerien da skouer, evit gouzout ma welont dija an traoù o cheñch.

Pont Landerne monumant istorel

Un nebeut mizioù 'zo oa bet enskrivet pont annezet Landerne, pont Roc'han, war roll ar monumantoù istorel. Ur cheñchamant a rankfe sikour evit arc'hantaouiñ al labourioù a ranker ober da solutaat diaz ar pont. Ur milion a euroioù a vefe da gavout. 

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité