Caroline Jacq pratique le hula hoop. Une discipline méconnue, qui fait l'objet d'un documentaire diffusé demain à Brest. Hula hoop vez graet gant Caroline Jacq. Un teulfilm zo bet graet war he fenn, skignet vo warc'hoazh e Brest.
Gouest eo da lakaat he c’helc’hioù da ober troioù ouesk ! Caroline Jacq a zo sot gant an hula hoop, un obererezh etre arz, fent ha sport. 10 vloaz ‘zo he deus addizoloet ar c’hoari bugel-se, pa oa o chom e Londrez. Da c’houde, he deus gweladennet ar bed, dindan an anv Cap’tain Paillettes. A drugarez d’he hula hoop he deus graet anaoudegezh gant a bep seurt tud e 40 vro. Abaoe m’eo distro e Brest e ro kentellioù hula hoop d’ar re vihan ha d’ar re vras. Warc’hoazh noz e kinnig Caroline un digor-kalon hula hoop, plasenn Guérin e Brest. Da heul e vo skignet film Virginie Vinet « Cap'tain Paillettes » diwar-benn avañturioù hooperez Vrest !
Keleier-berr
Ul lizher ‘zo bet kaset dec’h da vinistr an deskadurezh stad gant breujaouerien Breizh. Evel ar familhoù, koulz hag ar c’hevredigezhioù, e c'houlennont e vefe doujet gant ar stad eus an engouestloù kemeret o sinañ ar c’hendivizad a-ratoz evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez. Ar c’hendivizad oa bet sinet d’ar 15 a viz meurzh 2022 gant Jean Castex. E bal oa kreskiñ a 50 % an niver a vugale enskivet er c’halsoù divyezhek dindan 5 bloaz.
Fest-noz Kalanna Kemper na vo ket dalc'het fin ar bloaz. Divizet o deus an aozerien nullañ anezhañ goude ma vefe bet lemmet kuit ar yalc'had a veze roet boaz gant an ti-kêr da baeañ feurm ar sal. Re ger eo hemañ vit un nozvezh nemetken, eme Bernard Kalonn, eilmaer evit ar sevenadur. Un abeg toull hervez izilli kevredigezh Evel Just ne fell ket dezho uhelaat priz ar mont-tre da gompezañ an diouer ar c'hounid. Politikerezh an ti-kêr a-zivout e salioù zo adlañset vit 2024. 'Vit ar bloaz-mañ avat vo ret kavout ul lec'h all benn dañsal ha lidañ kalanna e Kemper.