An Taol Lagad parle emploi avec L'Entreprise à But d'Emploi qui a ouvert ses portes à Saint-Thégonnec-Loc-Eguiner. Nous allons ensuite dans les Monts d'Arrée voir le travail de Bretagne Vivante à la réserve du Venec. Abaoe miz Even eo kroget kumun Sant-Tegoneg-Lokeginer da arnodiñ evit dont da vezañ un tiriad hep den dilabour ebet war hir dermen. Ha bet omp o welet penaos e labour teknisianed Breizh Vev gant saout Brizh Du e mirva ar Venneg.
Un EBE, embregerezh pal an implij ganti, zo bet krouet e Sant-Tegoneg-Lokeginer evit sikour an dud dilabour o chom er gumun abaoe 6 miz da nebeutañ. Daouzek den zo bet enfredet betek-henn evit ober labourioù lieseurt. Ar pal a vefe implij triugent den a-benn tri bloaz.
Labourioù kempenn mirva ar Venneg
E mirva ar Venneg, kreiz ar Menezioù-Are, e labour teknisianed Breizh Vev gant saout Brizh Du da gempenn an takad, ouzhpenn 650 devezh arat anezhañ. C'hwec'h buoc'h a vez lakaet da beuriñ e pradeier gleb gwernioù ar Yeun Elez.
LENN : BIODIVERSITÉ. Dans les Monts-d'Arrée, la réserve naturelle du Venec gagne du terrain