Aujourd'hui, l'édition en breton revient sur la mobilisation de la Confédération paysanne pour que tous les agriculteurs engagés dans les mesures agro-environnementales et climatiques de la PAC touchent leurs aides. Et Erwan Chartier présente son livre "Callac de Bretagne ou les obsessions de l'extrême-droite". En Taol Lagad hiziv : manifestadegoù peizanted a fell dezho kaout an arc'hant prometet evit ober labour-douar gwelloc'h evit an endro ha pennkazetenner ar Poher o kinnig e levr diwar-benn ar reuz e Kreiz-Breizh warlene en-dro d'ar raktres Horizon, e Kallag.
D'ar merc'her 4 a viz Gwengolo e oa bet peizanted o vanifestiñ dirak prefetioù Breizh. Galvet e oant bet d'hen ober gant ar sindikad Confédération paysanne evit goulenn digant ar stad ar yalc'hadoù prometet d'al labourerien-douar o deus divizet lakaat e plas muzulioù evit an endro hag an hin pe MAEC, ul lodenn eus politikerezh boutin al labour-douar, ar PAC lakaet e plas e Unvaniezh Europa. E Sant Brieg hag e Kemper e oant bodet evit difenn ar 4400 tiegezh o deus sinet seurt kontradoù e Breizh. 60 milion a euroioù a vankfe er budjed divizet gant ar Stad, evit rannvro Breizh traken.
Reuz e Kallag
Emañ Erwan Chartier, pennkazetenner ar gelaouenn sizhuniek Le Poher, o paouez embann al levr "Callac de Bretagne ou les obsessions de l'extrême-droite". En oberenn e ro e sell personel war an afer he doa hejet kumun Kreiz Breizh ur bloaz bennak 'zo : strolladoù eus an tu dehou pellañ deuet da enebiñ ouzh raktres an ti-kêr da zegemer tud divroet er gumun. Kontañ a ra ar pezh en deus bevet e-kerz ar manifestadegoù hag en-dro dezho.