Elen Cariou a enseigné en Palestine il y a 12 ans et prend des nouvelles de Gaza par ses amis palestiniens. Côté culture, Ti ar vro Treger-Goueloù édite un livre disque consacré la maison de disque pionnière Mouez Breizh. Er c'heleier hiziv : sell ur vretonez bet kelennerez e Palestinia war ar pezh a c'hoarvez e Gaza hag ul levr nevez embannet diwar benn an ti embann Mouez Breizh.
E 2011 e oa bet Elen Cariou, skolaerez a vicher, da gelenn galleg en ur skol e Betlehem e Palestinia, e-pad ur bloaz. Eno, nepell diouzh Jerusalem, he doa graet anaoudegezh gant ur bern tud ha chomet eo liammet ganto abaoe. Hervezi e c'hortoze ar bobl un trede Intifada, rak feulsoc'h-feulsañ eo an darempredoù etre Izraeliz ha Palestinianed, dreist holl gant emzalc'h an drevadennerien. Met souezhet eo bet he mignoned gant ar gwalldaolioù aozet gant ar strollad Hamas a-enep siviled adalek Gaza. Aon he deus bremañ evit pobl Gaza a vez bombezennet ingal.
Mouez Breizh en ul levr-pladenn
E 1950 e oa bet krouet an ti-embann pladennoù Mouez Breizh gant Hermann Wolf e Kemper. Emañ ti ar vro Treger-Goelou, e Kawan, o paouez embann ul levr-pladenn gouestlet da istor an ti-se, an hini kentañ e Breizh, hag he deus enrollet kantadoù a strolladoù. Un teñzor diskouezet en-dro d'an holl.