An Taol Lagad suit un éleveur de brebis qui protège son troupeau grâce à deux chiens patous. Et nous allons à Cléguer, manger des crêpes. Chas gwenn, gouenn patou, a vev gant deñved Kristen Bodros noz ha deiz evit gwareziñ anezho. Ha fardañ krampouezh a reer gant Christophe Bernard.
Dek vloaz zo bremañ e vez savet deñved gant Kristen Bodros e Landebaeron, nepell diouzh Gwengamp. Hag evit gwareziñ e dropellad, a-enep d'ar chas gouez da gentañ penn, en deus prenet daou gi gwenn, eus ar ouenn patou. Gant distro ar bleiz e Breizh e vez kinniget sikourioù d'ar saverien deñved evit prenañ chas evel-se. Kemer a ra perzh Kristen Bodros er stummadurioù evit deskiñ ober gant ar chas patou.
Krampouezh fin e Kerchopine
Goude ur preti kentañ e Kistinig eo deuet Christophe ha Pauline d'en em staliañ e Kleger, e karter Kerchopine, evit derc'hel ur stal krampouezh. Pell 'zo en deus Christophe Bernard desket d'ober an toaz gant e vamm-gozh ha kenderc'hel a ra evelti da fardañ krampouezh fin, mod ar vro. Labourat a ra er gegin gant e vamm hag gant e zousig evit servijañ an dud er sal.