Comme de nombreux autres établissements scolaires de Bretagne, le collège Diwan de Guissény a été touché par la tempête Ciaran. Sans toiture, il faut trouver un autre lieu d'urgence pour accueillir les 90 élèves. Kalz skolioù a zo bet gwallgaset gant Ciaran. E Gwiseni eo aet toenn ar skolaj Diwan gant an avel foll. Ret eo kavout ul lec'h all evit aozañ ar c'hentelioù.
Al lun 6 a viz Du a oa sañset bezañ devezh an distro-skol goude vakañsoù an Hollsent. Met evit kalz skolidi, skolajidi pe liseidi e Breizh n'eo ket bet posubl adkavout ar salioù klas abalamour d'ar gorventenn Ciaran ha da zistrujoù an avelioù diroll. E Gwiseni, ar savadur a zegemer ar skol prevez hag ar skolaj Diwan a zo didoenn abaoe nozvezh an tourmant. Aet eo kazi tout an doenn gant an avel, maen-glaz, framm koad hag all. Dour a zo er salioù klas ha goude bezañ saveteet an dafar a c'helle servijout c'hoazh emañ bremañ ar skipailh o klask ul lec'h evit degemer ar skolajidi, un 90 bennak anezho, an abretañ ar gwellañ.
Treujerien koad kengred
War ar maezioù ez eus c'hoazh degadoù a wez diskaret o stankañ an hentoù pe o lakaat an tremenerien en arvar da vezañ gloazet. Micherourien ar c'humunioù hag an departamant a labour hardi da droc'hañ anezho ha lakaat anezho war vord an hent. Tud a-youl-vat a ro un taol dorn ivez met deuet 'zo ivez koadourien eus departamantoù-all evel Puy-de-Dôme pe Alpes Maritimes.