A Châteaulin, une centaine de personnes ont investi dans une coopérative afin de reprendre la maison de la presse dont le propriétaire partira prochainement à la retraite. A Landerneau, une arche en forme de « n» tilde s'inspire du combat pour l'autorisation du prénom breton Fañch. Ur c'hooperativ a zo o paouez bezañ savet e Kastellin evit adprenañ ti ar c'hazetennoù. Ar perc'henn a vo war e leve a-benn nebeut ha n'en deus kavet un adkemerer. E Landerne zo bet savet ur volz gant an arzour Thomas Godin evit enoriñ ar brezhoneg.
Ur stal evit gwerzhañ journalioù met ivez levrioù : setu ti ar c'hazetennoù, ul lec’h prizius e kreiz-kêr Kastellin. En e benn emañ Frédéric Vasseur, c’hoant gantañ mont war e leve a-benn nebeut. Met dibosupl e vefe gwerzhañ seurt stalioù emezañ : re a labour, re nebeut a c'hounidoù. Gant mignoned ha pratikoù e-e klaske un diskoulm evit lakaat ti ar c'hazetennoù da badout. Bez’ e vo ar SCIC, ur c’hooperativ a laz stroll anvet « La maison qui pousse ». Ennañ, kant seizh ezel ha tregont o deus prenet ur rann sokial (100€) pe meur a hini. Tri c’hant ugent mil euro a vefe ezhomm en holl evit paiañ ar stok, ar glad kenwerzh ha mogerioù an ti. Adprennet e vefe ti ar c’hazetennoù a-benn fin trimiziad kentañ 2024.C’hoant ho peus da sikour ar raktres ? Digoret ez eus bet un arc’hantaouiñ a stroll war al lec’hienn Kengo.bzh
Ur volz e stumm un « ñ »
Ur wagenn vrav o togañ ul lizherenn : setu un « n » tildenn o vezañ staliet e kreiz-kêr Landerne. An oberenn a zo bet savet gant an engraver Thomas Godin. C’hoant gantañ ober ur volz evit enoriñ ar brezhoneg, gwalgaset meur a wech gant ar velestradurezh ne felle ket dezhi anavezout an anv-bihan Fañch. Ur pezh mell kizelladur eo an oberenn anvet Hêrezh, savet a drugarez da vudjed-perzhiañ Landerne : un donenn pevar c'hant lur bouez ha kasi c'hwec'h metrad uhelder. Graet eo gant dir Corten hag inox lufret melezour.