France 3 fête les langues régionales toute la semaine. Le breton peut s'apprendre en cours du soir, en suivant des formations longues sur plusieurs mois et aussi au bistrot, comme à Rostrenen. Lidet vez ar yezhoù rannvroel gant Frañs 3 a-hed ar sizhun. E tavarn Ty Devine's e Rostren e vez desket brezhoneg gant ar pratikoù.
E Ty Devine's e Rostren vez lakaet ar gaoz e brezhoneg div wech ar miz d'an nebeutañ. Pedet eo pep hini da gemer perzh en nozvezhioù-se evit ober anaoudegezh gant brezhonegerien ampart ha deskidi a fell dezho gouzout un tamm hiroc'h war yezh ar vro. Kejañ en un davarn zo un digarez da zeskiñ penaos goulenn ur banne da skouer. Desket vez ivez ar sifroù pa teu poent paeañ ar gont.
Distro al lin e Breizh ?
Daou embreger yaouank deuet eus Pariz a fell dezho staliañ un nezerezh e Pleiber-Krist evit produiñ neud diwar lin a vefe produet e Breizh hag en Normandi. E fin 2024 e vefe kroget da broduiñ neud evit ar pakadiñ ha d'ober gwiadoù evit an ti. Kazi tregont a dud a vefe tutet da gregiñ. Ar raktres, anvet Linfini, en deus resevet skoazell kumuniezh kêr Montroulez. Meur a labourer-douar a zo krog da broduiñ lin e hanternoz Penn-ar-Bed evit respont d'ar goulenn nevez-se rak estreget an embregerezh Linfini ez eus dija un uzin-all, douget gant Bretagne Lin, war ar stern etre Montroulez ha Landivizio. Spi a zo gant an holl aktourien nevez-se d'ober kement-all a verzh eget gwechall. Kentañ produer ar bed eo dija Bro C'hall evit al lin, met betek hen e oa chomet Breizh er maez eus ar jeu.