VIDEO. Ar gerioù galleg o tont eus ar brezhoneg ha bugale o heuliañ ur skipper o paouez redek ar Mini Transat. Votre édition An Taol Lagad du 13 novembre 2023

Publié le
Écrit par Julien Le Bot
durée de la vidéo : 00h04mn28s
Votre édition An Taol Lagad du 13 novembre 2023 ©France 3 Bretagne

Jusqu’au 17 novembre, France 3 Bretagne vous propose une semaine des langues régionales. Ce lundi, nous évoquons les mots français issus du breton. A Landerneau, des élèves de l’école Diwan ont suivi la mini Transat dont les bateaux viennent d’arriver en Guadeloupe. Betek ar gwener 17 a viz Du, e vez kinniget war France 3 Breizh ur sizhunvezh gouestlet d’ar yezhoù rannvroel. D’al lun-mañ, e komzomp eus gerioù galleg o tont eus ar brezhoneg. E Landerne, o deus heuliet bugale ar skol Diwan, ar redadeg bagoù dre lien « la Mini Transat » a zo o paouez en em gavet er Gwadloup.

Ha gouzout a rit al liamm a zo etre cohue, bijou pe goéland da skouer ? Ar gerioù galleg-mañ a zo ganet diwar gerioù brezhoneg. Dont a ra cohue eus koc’hu, ar ster en deus chenchet a-hed ar c’hantvedoù. Bijoù a zo bet savet diwar bizoù, biz. Ha goéland eo al labous a vez o c’hoelañ forzh pegement. E zoare huchal en deus roet e anv… Nicolas ha Serge Buanic a zo sot gant an etimologiezh. Renablet o deus 170 ger galleg, o tont eus ar brezhoneg.

Bugale Diwan o heuliañ ur skiper

Rederien ar Mini Transat a zo degouezhet er Gwadloup. En o zouez e oa Thomas André e-bourzh e vag Frankiz. En em gavet eo 6vet er rummad Série.

C’hoant en doa bet araok al loc’h, da lakaat war wel ar rouedad Diwan. An anv a oa skrivet bras war ar gouelioù. A benn nebeut e yelo Thomas André da welet bugale skol Diwan Landerne o deus heuliet e droiad e morveur Atlantel, a-drugarez d’un ostilh pedagogel.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité