A Gourin, une exposition d'artistes contemporains rend hommage au mouvement artistique des "Seiz Breur" qui fête ses 100 ans cette année. Betek kreiz miz Kerzu e c'heller kavout e Gourin an diskouezadeg aozet gant ar strollad Pevarzek evit lidañ 100 vloaz ar Seiz Breur.
Kant vloaz 'zo e oa bet roet lañs d'ul luskad arzel araokour a voe anvet goude-se Unvaniez ar Seiz Breur. Diwar youl an engraverez Jeanne Malivel hag ar c'houblad René-Yves ha Suzanne Creston e voe bodet er strollad betek 50 arzour bennak hag a grouas oberennoù liesseurt awenet gant an hengoun met troet war an dazont.
LENN. La vente aux enchères d'objets Seiz Breur attire les passionnés d'art breton
Evit lidañ an deiz-ha-bloaz-se e vez kinniget e kastell Tronjoli, e Gourin, un diskouezadeg gant ur strollad nevez anvet Pevarzek. Betek ar 17 a viz Kerzu e vo digor bep dibenn-sizhun ha kinniget e vo prezegennoù hag atalerieroù diwar-benn herezh ar Seiz Breur.
Loaioù eured a-vremañ
E abadenn Bali Breizh disul vintin, da 10e10 war France 3 Breizh, e vo kinniget poltred ur c'hizeller koad, anvet Herve Lorant. Abaoe 15 vloaz bennak, goude ur vuhez vicherel gentañ e bed an elektronek, e ra loaioù eured awenet gant re gwechall, met ijinet hervez e imor.