Sans toiture depuis la tempête du 2 novembre, le collège Diwan de Guissény n'a pas encore pansé ses plaies mais les élèves ont pu retrouver des salles de classes provisoires, après trois semaines de cours à distance. Aet e oa toenn skolaj Diwan Gwiseni gant avelioù ar gorventenn Ciaran. Abaoe e oa ar vugale er gêr o studiañ a-bell met distroet int e salioù klas kempennet war ar prim evit echuiñ ar bloavezh-skol.
E-pad an nozvezh etre ar 1añ hag an 2 a viz Du e oa aet toenn skolaj Diwan Gwiseni gant ar gorventenn.
LENN. Ur skolaj serret ha gwez da droc'hañ war an hentoù
Gant an dour c'hlav o kouezhañ er salioù klas eo bet dibosubl degemer ar skolajidi abaoe met kavet ez eus bet ul lec'h gant an ti-kêr evit degemer salioù klas betek fin ar bloaz. Sikouret eo bet skipailh ar skolaj gant kerent ha skolajidi 'zo evit naetaat ha kempenn al lec'h, ur savadur e penn-all ar porzh skol, chomet goullo e-pad ur pennad.
Kezeg eus bro Island
Pignat a ra ivez an Taol Lagad war gein ur marc'h-bihan eus bro Island asambles gant ar marc'heger yaouank Mael Patinec. Ur gelaouadenn da adwelet e abadenn Bali Breizh ar sul 19 a viz Du.
E bro Kastellin emañ ar skipailh ar miz-mañ evit un heuliad abadennoù a ro ar gaoz da dud ar vro.